Morvan, breurig an tan, peleh emaout d’ar predad
Ma kasan ar hañv dit dre eun dachenn vlonegou,
Dindan letern Penfret, enez ar seiz sebezad
Hag a spial hirio e kelh ar horvigellou
Abaoe ‘maout anaon,
Abaoe kuit da skeud en donvoriou d’an traoñ.
Morvan, breurig an tan, tizet ‘teus ar minihi
Anvet an Tir-na-n’Og pa huner e Breiz-Izel
E-leh m’eo echu dit gand beli ar brezilli,
Gand galloud an arhant ha liboud ar binijenn

Morvan, breurig an tan, ha te oar er Béd Eneb,
Goude ben kero bet, goude ken gwirion ganet,
Penaoz beza Breizad en or Breiz ar Goueled,
Ha padal ‘ma ar moh en Douar Diouganet

Morvan, breurig an tan, ar bezin o kantreal
Gand trouz eur roueder-mor o skei war-du Iwerzon,
Tremenet eo en tonn eur skleurenn da beñseal.
Breiz, avad, en he fez, a houlenn da levezon

Mor Glenan, d’ar 6 a viz gouere 1970.

×
Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.