Tec’het o deus kuit pell diouzh ar fank hag ar glav
Pell diouzh ar mallozhioù a bouez warnomp atav
Hag ar c’halvarioù maen a ouel dour benniget
War an dremmwelioù du ha bezioù ar vered

E plav an huñvreoù dilezet re abred
Rak tec’het o deus kuit diouzh an traoniennoù glas
Aet int da glask o chañs e tousmac’h ar gêr vras

Er c’hrakparadozioù a vez stipet well-wazh
Penntiez ha prajoù o deus laosket a-dreñv
An H.L.M.où-hont [1] zo tostoc’h ouzh an neñv
An H.L.M.où-hont zo tostoc’h ouzh an neñv
Neb a gredo enebiñ a ranko bezañ kreñv
Tec’het o deus kuit pell gant ar c’heuz hag an naon
O huñvreoù kaset re abred da anaon
An huñvreoù kaset re abred da anaon
Hag an esperañsoù a glemm war ar varvskaoñ
Talmiñ ra c’hoazh enno nerzh al Lavaroù hud
Met avel an dezerzh war ar maezioù a yud
Ha sevel ray un deiz diouzh kalon an douar
Ar bleunioù tan tarzhet diwar re a c’hlac’har?
Ha kavet vo un deiz dre nerzh al Lavar splann
Ar rouantelezhioù kuzhet e frond al lann?
Ra vimp daonet troad-kil-ha-penn
M’ az tisoñjomp Jeruzalem

×